Digemer mad war ar blog

Evid ar wech kenta, ez eus muioh evid 13 000 a skolidi er hlasou diouyezeg, pe e vefe reou Diwan, reou an deskadurez publik pe reou ar skoliou prevez. E miz gwengolo diweza, eo bet kresket an niver a skolidi muioh evid er bloaveziou a-raog. Daoust da ze, n'eo ket bet kresket kement ha ma ree eun toullad bloaveziou 'zo.
Eun doare all a zo da studial brezoneg en eil derez, eo dibab an opsion. War-dro 5 000 a skolidi a ra an dibab-se. Med nebeutoh-nebeuta emaint. Ha nebeud-tre a vugale a vez e peb klas.
Kalz a golejianed eo gwelloh ganto ober saozneg evid ober brezoneg. Evito, ar brezoneg a zo a hiz koz, ne zervij da netra, ne vez kaozeet gand den ebed… Ne vez ket atao gwall-vrao skeudenn ar yez e-touez ar re yaouank…
E skoliou-meur Brest ha Roazon e vez beb bloaz eun toullad mad a studierien oh en em enskriva evid an aotreegez war ar brezoneg. Lod n'ouzont tamm brezoneg ebed. Abaoe eur pennad ema lod all o teski ar yez dija. Tremenet eo bet meur a hini all dre ar hlasou diouyezeg. Dibab a ra kalzig ober diou lisañs war eun dro. Petra 'raint goude o studiou ? Dedennet eo darn gand micheriou an tele, gand ar sevenadur… Darn all a gav gwelloh mond da gelenner.
N'eus ket tra-walh a gelennerien brezoneg. N'eus ket hirio tra-walh a dud stummet evid respont d'ar goulenn a zo. Evid labourad e brezoneg. Ouspenn se, ne vez ket tapet beb bloaz toud ar postou a vez evid ar honkour PE (evid beza skolaer). Ha koulskoude, er bloaveziou da zond, eo evid kelenn e tlefe beza atao ar muia a labour evid ar vrezonegerien yaouank.
Berniou tud a vez bremañ ive oh en em lakad da zeski brezoneg d'an oad a 30 vloaz pe da 40 vloaz : heulia stajou 6 miz a reont evid se. O soñjal cheñch micher emaint, ha kared a rajent dond da veza kelenner brezoneg d'o zro. Med evid deski ar yez e 6 miz e ranker kaoud c'hoant ha bolontez.
Nebeutoh a vrezonegerien a zo hirio ha tud oajet eo an darnvuia anezo, sed e klemm ar vugale hag ar re yaouank pa ne glevont ket kement-se a vrezoneg ken en-dro dezo. Dija, n'eo ket o yez kenta, ha peurvuia n'eo ket kennebeud hini o zud, na zoken hini o zud-koz. Pellaad a ra al liamm gand ar yez.
Ar skolaerien hag ar gelennerien a vez o kelenn er hlasou diouyezeg a blij o micher dezo hardi : eun darempred kreñv o-devez gand ar vugale, a-drugarez d'ar brezoneg. Ha koulskoude, e hell beza tenn kelenn en diou yez, kalz a labour a vez, hag ar vrud he-deus ar vicher da veza stard a-walh…
Ar gerent eo a vez o houlenn ma vefe digoret klasou diouyezeg : int-i da genta eo a bouez evid ma vefe greet er skoliou-mamm pe er henta derez. Goude ar CM2 avad, ne zalh ket an oll vugale d'ober brezoneg en eil derez, pell pell alese.

Perag eur seurt blog ?


  • Sed aze eur bern goulennou evid pez a zell kelennadurez ar brezoneg er skol hag evid pez a zell ar micheriou a hell dibab ar vrezonegerien yaouank en deiz a-hirio. Kared a rafen e vefe tu da gomz deuz ze war ar blog-mañ.
  • Abalamour da betra ? Peogwir on bet karget gand Akademiez Roazon, asamblez gand Kuzul Rannvro Breiz, d'ober eun enklask evid kompren petra 'z a mad ha petra ne 'z a ket mad gand kelennadurez ar brezoneg. A beb seurt tud on bet o weled dija evid konta kaoz ganto war-eeun ha tud all a welin c'hoaz. Med kared a rafen e hellje pep hini lavared e zoñj war toud an traou-ze : ar re a zo krenn a-du, ar re n'ouzont ket re, ha zoken ar re a zo a-eneb. Intereset on da gleved pez a lar an eil hag egile. Setu perag em-eus savet ar blog-mañ. N'ho-peus nemed skriva warnañ 'ta neuze !
  • Penaoz e tremeno an traou ? Kudenn ebed : laket e vo pennadou en linenn, ha n'ho-po nemed lavared ho soñj. Sina a hellit gand eun ano-pluenn, gand hoh ano gwir pe en ano eur gevredigez bennag.
  • En diou yez e vo ar blog : brezoneg ha galleg. Evid ma vefent êsoh da lenn, e vo renket ar pennadou hervez o yez. Bez' e hellit skriva en eil yez hag en eben, evel ma plijo deoh. Skriva brezoneg a ray pep hini en doare m'eo boaz d'ober.
  • Embannet e vo an oll lizerou. N'ankouait ket lakad eun titl. Gwelloh chom heb menegi anoiou-tud. Al lizerou n'o-devo seurt ebed da weled gand danvez ar blog a vo skarzet.
  • Ma fell deoh embann ho soñj dre ar munud, en hoh ano deoh-c'hwi, en ano eur gevredigez pe eur sindikad bennag, skrivit din war-eeun en a-raog, mar plij.
  • Trugarez a lavaran d'an oll re a skrivo.

Fañch Broudic